Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/534

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Ma kouezjont krog-euz-krog en dour,
Ho daou, evel daou enebour.
Set’ Radegond’ intanvezet,
Ha hi sertenn na ouie ket.

   Radegond’ doa un orator
En hi jardinn, war vord ar mor,
Hag a deue en-han bemde,
Bemde, ewit pedi Doue ;

   Wit pedi ann aotro Doue
Ma c’honeje ’r Markiz en arme ;
Ma c’honeje ’r Markiz hi fried
’R gombat war he inimied.

   Un de, pa ’oa en hi fedenn,
’Tiskenn un el en hi c’hichenn :
— Radegond’ lest ar bedenn-ze,
Beuzet ho pried ’vont d’ann arme ;

   En tan ar Purgator ema ;
Pedet Doue d’hen delivra ;
Pedet Doue d’hen delivra,
Laket oferiniou gant-han ! —


III


   Pad daou vloaz anter ez eo bet
O tougenn kanvo d’hi friet ;
O tougenn kanvo d’hi friet,
Gant kalz a enor ha respet.

   Pa ’oa un dez en hi fedenn,
’Tiskenn un el en hi c’hichenn :
— Radegond’, lest ar bedenn-ze,
Pignet ho pried gant ann ele ! —

   Redegonda, pa deuz klewet,
A-c’hane prim a zo savet ;
’Sao a-c’hane, a newez-flamm
Mont d’ar c’hastel da di hi mamm.

   P’eo bet ur pennad evel-se,
Tudjentil hi daremprede ;
Tudjentil braz daremprede,
Euz a wad huël ar Roue.

   Hogenn a gement a zeue,
Hini d’hi c’halon na blije,
Ken ’deuas markiz Deganvi,
Hennes renkas kaout anezhi.