Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/514

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Lavaret d’ho mestr, paj bihan,
Donet d’ann ofern da Wenngamp ;
Dont da Wenngamp d’ann ofern-bred ;
Ha komzfomp war vur ar vered. —

   Baron ar C’hoad a lavare
War vur ’r vered, ’r sul da greiz-de :
— Groage, merc’hed, en em dennet,
Ma larinn ur gir en sekret.

   Ivonaïk, mar am c’haret,
Ganin da Voazhamon ’ teufet. —
— N’inn ket da Voazhamon fete,
Ken ’m bo roët lein, da greiz-de. —

   Ivonaïk a lavare,
Pa doa roët lein da greiz-de :
— Me ia da vale d’ar jardinn,
D’ober ur bouked louzou-finn ;

   D’ober ur bouked louzou-finn,
A vajolain, a durkantinn ;
Mar arru Goazhamon aman,
’N han’ Doue ma nac’het out-han. —

   Baron Goazhamon a lare
’N ti Ivonaïk, p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ivonaïk, pe-lec’h ema ? —

   — ’Baoe ma ’z eo hi lein debret,
Na ouzonn ket pe-lec’h eo et. —
— Mar ’ma er ger, n’hen nac’het ket,
Poan d’ober d’ez-hi n’am euz ket. —

   — Et eo duze bars ar jardinn,
D’ober ur bouked louzou-finn ;
D’ober ur bouked louzou-finn,
A varjolain, a durkantinn. —

   — Ivonaïk mar am c’haret,
Ganin da Voazhamon ’ teufet. —
— Ganec’h da Voazhamon n’in ket,
Ma enor d’in a ve kollet…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . .


Dastumet gant J. M. ar C’houero,
en paroz Prat, 1836.


_____________