— Ma oufenn, aotro ar Baron,
Ez afrontfec’h merc’h ann Hamon,
Me dorfe pint, iwe gwerenn,
Ha dre ar prenestr ’em daolfenn ! —
— Gant-oc’h Ivona, ’on souezet,
N’ho euz ket ho speret parfet. —
Ivona ’n Hamon a lare,
’N gwele ’r Baron pa c’hourvee :
— Ma oufenn, aotro ar Baron,
Ez afrontfec’h merc’h ann Hamon,
Ma oufenn-ze, aotro ’r Baron,
Me voutfe ’r gontel em c’halon ! —
Ar Baron iaouank a lare
Da Ivona, pa hi c’hlewe :
— Gant-oc’h, Ivona ’on souezet,
C’hui n’e ket parfet ho speret ! —
Ar Baron iaouank a lare
D’he gegineres euz ’r beure :
— Gret dijuni Ivona mad,
Na ewit hi zrugarekad !…… —
Ivona ’n Hamon a lare,
Euz hi c’her, dre ma tostaë :
— Aotro Doue, petra larinn,
Er ger d’am mamm pa arruinn :
En ker en noz-ma ’on lojet,
Gant ann dersienn ’on bet gwasket……
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
’N intanves paour a lavare
’N ti ’r medesinn pa arrue :
— C’hui ’zellfe dour ur feumeulenn,
Klanv eiz miz ’zo gant ann dersienn ? —
Ar medesinn a lavare
D’ann intanves paour en de-se :
— ’N hini ’zo perc’henn d’ann dour-ma,
Eiz miz bugale ’ma ’touga ;
Eiz miz bugale hag anter ;
Eiz miz bugale hag anter,
Ha bars ma arrufet er ger,
A vezo achu hi amzer ! —