— Ma zadik paour, mar am c’haret,
Poan d’am bugel na refet ket ! —
’Nn aotro Lezarmo ’lavare,
Bars ar bugel paour pa groge :
— Ma bugelik, deuss da ved-on,
Te ’vo heritier Lezarmo,
Ha me ’zavo did ur c’hastel,
Ar c’haera ’vo en Breiz-Izel ;
He dorojou en aour melenn,
He brennestrou en arc’hant gwenn…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar paj en ti ’zo digwezet ;
Ar paj en ti ’zo digwezet,
Ann tan er c’hastel ’n euz c’houezet ! —
Dewet penheres Lezarmo,
Kerdadraon hag he holl vado ! —
Kanet gant Anna Prigent,
euz a Bourit-Jaudi.
— Pajik, pajik, lavar d’in-me
Piou ar plac’h iaouank ’zo ase ?
— Aotro, Ivona ann Hamon,
Koanta plac’hik ’zo en Leon. —
Ma faj-bihan deus-te ganin,
Eomp hon daou d’hi zaludin :
— Demad d’ac’h Ivona ’n Hamon,
’C’hui gouskfe ’n noz gant ar Baron ? —
— Salv-ho-kraz, wit ze na rinn ket,
Ma mamm ’zo newez-intanvezet,
Hag a deuz a-walc’h a anvoui,
Heb ober muioc’h c’hoaz d’ez-hi. —