Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/504

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Me na gredann ket kement-se,
’Ve dimezet hep ma c’honje :
Mar eo ma fenheres dimet,
Mageres, c’hui a zo manket. —

   — Gret ’m boa offr skriva lizerou,
Da gass ho bete, ma aotrou……
Ann aotro, ’vel m’hen euz klewet,
D’he baj-bihan ’n euz lavaret :

   — Na kerz-te brema da Baris,
Da gerc’had un tan artifiz,
Ewit dewi ar Gerdadraon,
Hag ar benheres Lezarmo ! —


IV


   ’Nn aotro Lezarmo a lare,
En Kerdadraon pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Penheres Lezarmo pelec’h ’ma ? —

   — Ema duze, en hi gwele,
Ur mab-bihan euz hi c’hoste,
Ha na eo ket c’hoaz badezet,
Ken ’po hano d’ez-han roët. —

   Kerdadraon, ’vel ma ’n euz klewet,
Prim gant ar vinz ’zo diskennet ;
Prim gant ar vinz eo diskennet,
Hag he dad-kaer ’n euz zaludet :

   — Demad d’ac’h, ma zad Lezarmo ! —
— D’ac’h iwe, aotro Kerdadraon !
Na verite ket Kerdadraon,
Kaout ’r benheres a Lezarmo ! —

   — Kerkoulz hag ho merc’h, Lezarmo,
’Zo bet itron en Kerdadraon !
Ar verc’h-henan a Gerouspi
Deuz bewet eno dizoursi ! —

   Ar benheres, pa deuz klewet,
’Meaz hi gwele ’zo dilampet :
— Ma zadik paour, ma fardonet,
Me oar a-walc’h ez on manket. —

   — Ma merc’h, kerzet-c’hui al lec’h-se,
Ma merc’h it-c’hui prim d’ho kwele ;
Et ’zo messajer da Baris
Da gerc’had un tan-artifiz,

  Ewit dewi ar Gerdadraon,
Iwe penheres Lezarmo ! —
Ar benheres, pa deuz klewet,
Hi bugel d’hi zad ’ deuz roët :