— Petra ’zo ’newez er ger-ma,
Ma kreen ar pave er giz-ma ? —
Ar jeolieres a laraz
Da gomt ar Chapel, p’hen klewaz :
— Ur c’harronz kaer ’zo vont aman,
Daouzek marc’h-a-linez ’ zo ouz-han ;
He wiberou en arc’hant-gwenn,
He brennestrou en aour melenn,
Hag en-han ’zo un dimezell,
Kaera prinses ’zo ’n Breiz-Izell ! —
Ar Varkizes a lavare,
En lez ar roue p’arrue :
— Demad, kenenterv rouanes,
Me ’zo deut iaouank d’ho pales,
Da c’houl’ m’ breur-kaer komt ar Chapel,
Wit he bouesanz a arc’hant-gwen ;
Wit he bouesanz a arc’hant-gwenn,
Ha kement-all en aour melenn ! —
Ar rouanes a lavaraz
D’hi c’henenterv, ’vel m’hi c’hlewaz :
— Diwezadik ho euz komzet,
Sinet he varw gant ma fried ;
Sinet he varw gant ma fried,
Eneb d’he zinn n’hall ket monet. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ann den a lez a lavaraz
D’ar Varkizes, vel m’hi c’hlewaz :
— Warc’hoas da dek-heur er ger-ma
C’hui a welo hen distruja ! —
— Itron Varia ar Folgoat,
Penaoz hallo ma c’halon pad ;
Penaoz hallo ma c’halon pad,
Gwelet penn m’ breur-kaer war ur plad !
Da welet penn ma breurik koant
O ruilla war ur plad-arc’hant !
Met e-keit ma vinn en buhe
N’ vanko ket brezel d’ar roue ;
Me ’ia d’ vont d’ar ger war ma giz,
Da gerc’had un tan artifiz
Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/480
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ