Ouspenn da ze a fellfe d’in
Difenn ho kaoz ha ma hinin. —
— Laret da varkiz Coatanhai
Dont d’am goulenn da Grec’hgoure ;
Dont d’am goulenn da Grec’hgoure,
A zo denjentil, kouls ha me.
Mar be refuset Coatanhai……
Med na vo ket, dre c’hraz Doue ! —
Ar C’hloaregik a vonjoure
En Coatanhai pa ’z arrue :
— Demad ha joa holl en ti-man,
Medi ’r Markiz, pa n’hen gwelan ?
Medi ’r Markiz, pa n’hen gwelan,
Ezom am euz da gomz out-han ? —
— Eman en he gambr o leina,
Pez ezom oc’h euz an-ez-han ? —
— Laret d’ezhan donet d’ann traon,
M’ komzinn out-han ur gir pe daou.
Demad d’ac’h, aotro Coatanhai !
— D’ach-c’hui, ma breur-mager iwe :
Neubeud a wes ’deut d’am gwelet,
Ha me a ran euz ho karet !
Neubeud a wez a teut d’am zi,
Hag hen penaos e plijet d’in !
Petra newez ’zo c’hoarvezet,
P’oc’h deut hizio d’am gwelet ?
P’oc’h deut hizio d’am gwelet,
Kustum da zonet na oc’h ket.
— Me a zo deut gant ur sujet,
Hag am euz mez hen lavaret. —
— Petra a newez ’t’euz te gret,
Hag a t’euz mez da lavaret ?
Mar na t’euz tanet, na laeret,
Na gwallet plac’hik koant a-bed ;
Na gwallet plac’hik koant a-bed,
Ha goude n’hi eureujfes ket ?
Hag ’s pe gret ’n eill hag egile,
Keit m’ vo beo markiz Coatanhai,
Keit m’ vo beo markiz Coatanhai,
Birwikenn nep drouk n’as po te. —