Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/446

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



   — Aliettik, laret ’zo d’ec’h,
Gant ann aotro, donet ouz krec’h ;
Gant ann aotro monet d’he gambr,
Ma roïo d’ec’h aour hag arc’hant. —

   — Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
Miret he aour hag he arc’hant,
En paourentez me ’zo kountant ;

   Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
Miret he arc’hant hag he aour,
Me ’zo ma dere beza paour. —

   — Aliettik, laret ’ zo d’ec’h,
Gant ann aotro, donet ouz krec’h ;
Gant ann aotro monet d’he gambr,
Ma roïo d’ec’h gwalinier koant. —

   — Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h ha laret d’ez-han,
Euz dewejeres n’ zere ket
Gwalinier aour d’ho bizied. —

   — Aliettik, laret ’zo d’ec’h,
Gant ann aotro, pignet d’ann nec’h,
Wit monet gant-han d’ar sellier
Da danva gwinn douss ’vel ar mel. —

   — Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
P’am bo sec’het, me evo dour,
A bedo Doue d’am zikour. —

   — Aliettik, laret ’ zo d’ec’h
Gant ann aotro monet d’ann nec’h,
Monet gant-han d’ar c’hrineliou,
D’ divreïna per hag avalou. —

   — Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
Rei ’r re-vad d’ar paour, ho zebro,
’R re-fall d’ar mooc’h, ho zivreïno. —

   — Aliettik, laret ’zo d’ec’h,
Gant ann aotro, monet d’ann nec’h ;
Gant ann aotro monet d’ann nec’h,
Wit ober d’ez-han he wele. —

   — Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
Donet d’ann traon, me iel’ d’ann nec’h,
Hag a reï d’ez-han he wele ;