Renea ’r Glaz a lavare,
’N ti hi mamm-gaer pa arrue :
— Roët d’in kador d’azeza,
Serviedenn d’em dic’houeza ;
— Serviedenn d’em dic’houeza ;
Prest eo ma c’halon da ranna ! —
Met hi mamm-gaer a lavaras
Da Renea ’vel m’hi c’hlewas :
— Un dra vraz, Renea, ho klewet,
Ha c’hui war ’n inkane douget ! —
— Ma vijenn deut gant ma grad-vad,
Me a vije deut war ma zroad. —
Renea ’r Glaz a lavare
Da dut ann eured, ann de-se :
— Debret, evet, kompagnunez,
Achu eo da berc’henn ’nn dewez ! —
Renea ’r Glaz a c’houlenne
Digant hi mamm-gaer, en noz-se :
— Ma mamm-gaer, d’in-me lavaret
Pelec’h iefomp-ni da gousket ? —
— Gret eo ho kwele ’r gabinet,
Lec’h gant netra n’ vefet jenet. —
Er gabinet p’eo arruet,
Diou gador a deuz kommerret ;
Diou gador a deuz kommerret,
Unan d’ez-hi, ’n all d’hi fried :
— Ma fried paour, ma veac’h kontant,
’Rafenn brema ma zestamant ? —
— Gret ann testamant a garfet,
Ha pa iafe d’bewar mill-skoed ;
Ha pa iafe d’bewar mill skoed,
Vel ma larrfet a vezo gret. —
— Ma fried paour lavaret d’in,
Ped a vewelienn ’zo ’n ho ti ? —
— Tric’houec’h pe naontek ’zo ’nn ez-he ;
Gant ma mamm a klewet goude. —
— Ma fried paour, mar am c’haret,
Pep’ habit dû d’he a breenfet,
Wit ma laro tud ar c’hontre :
Kaonerienn ’r vroeg-iaouank ’r re-ze ! —