Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/422

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Ervoan Gelard a lavare,
’N ti ar Glaz koz pa arrüe
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ma medi ma dous Renea ? —

   — Ema bars ar gambr, uz d’ann ti,
Ervoan Gelard, konzolet-hi. —
— Na demad d’ec’h, Renea goant ! —
— Ha d’ec’h iwe, intaon iaouank ! —

   — Itron Varia ann Drinded !
Ha wit intaon ma c’hommerret ? —
— Wit intaon n’ho kommerrann ket,
Met ’benn un tri dez a vefet ! —


IV


   Renea ’r Glaz a lavare,
’Biou Kerversault pa dremene :
— Ma lezet da antrenn aman,
Wit ma welinn ar map-henan :

   Wit ma welinn ar map-henan,
’M euz klewet ’zo ’n he wele klan ;
’M euz klewet ’zo ’n he wele klan,
Memeuz en he heur diwezan. —

   — Wit fete na antrefomp ket,
Warc’hoas hen grafomp, mar karet. —
— Mar na antreomp ket fete,
Warc’hoas n’hen grafomp ket iwe…… —

   E-pad oferenn ann eured,
Taoliou ar maro ’zo skoët ; [1]
Taoliou ar maro ’zo skoët,
Ar c’hloaregik ’zo tremenet !

   Renea ’r Glaz a lavare
D’ann aotro ’r person, en de-se :
— Hastet laret ann ofern-ma,
Daro ma c’halon da fata ! —

   ’Nn aotro ’r Person a lavare
Da Renea ’r Glaz en de-se :
— Un dra vraz, Renea, ho klewet,
Un den-a-feson ho eûz bet,

   ’Zo perc’henn ’nn arc’hant hag ann aour,
Gant ho tous kloarek ’vijeac’h paour. —
— Se na ra mann da zen a-bed,
Ha pa ven gant-han klask ma boed ! —

  1. Glas funèbre qu’on sonne dans nos campagnes, au clocher de la commune et à la chapelle la plus voisine de l’habitation où quelqu’un vient de mourir.