— Ervoanik Gelard, laret d’in,
Ma lezel ’ refet d’ vont en ti,
Ma lezel d’ vont er maner-man
D’ gimiadi euz ar map-henan ? —
— Ewit brema na iefet ket,
O tont d’ar ger, na larann ket. —
— Bet drouk gant ann nep a garo,
En Kerversault me diskenno ! —
Pa diskenn Renea en ti,
Oa rannet hi c’halon d’ez-hi ;
Oa ar c’horf paour war ar varwskaon,
Doue d’ bardono ann anaon !
Tapout he benn war hi barlenn,
Merwel eno en he gichenn !
Kerc’had ’zo linsell d’ho lienna,
Alumet goulou d’ho veilla.
Holl dut ann ti ho deuz laret
Ho lakad ho daou ’n ur poullad,
Ho lakad ho daou ’r memeuz be,
Pa n’int bet er memeuz gwele !
Kanet gant ma mamm Rosali Ar Gac.
Kerarborn, 1845.
Renea ’r Glaz a c’houlenne
Euz hi mamm, ul lun ar beure :
— Petra ’zo newez en ti-man,
Ma medi ar beer oc’h ann tan ?
Ma medi ar beer oc’h ann tan,
Ar pot-c’houarn braz, ’nn hini bihan ? —
— ’N dra vraz, ma merc’h, eo ho klewet,
Hag ’ma warc’hoaz dez ho eured ! —
— Penaos warc’hoaz de ma eured,
Ha na on ket bet dimezet ! —
— Pa oac’h ’n ho kwele, kousket mad,
C’hui oa dimezet gant ho tad. —