Ar Baron bihan a laras,
D’he vamm ’r Varones, p’hi c’hlewas :
— Ma mamm, ’man he benn war ar ru,
Gant ’r vugale ’c’hoari dotu ! — [1]
Renaou, ar boutaouer-koad, en paroz Tregrom. — 1854.
HA BARON HUET.
Baron Huët a lavare
Da Rosmadek, un dez a oe :
— Eomp-ni hon daou d’ann oferenn,
Wit torri ar gwall-blanedenn. —
’N aotro Rosmadek a lare
Da varon Huët en de-se :
— Et d’ann ofern nep a garo,
Eomp-ni da c’hoari ’r c’hlezeio !
Eomp-ni da c’hoari ’r c’hlezeio,
Ann nep a gollo a gollo :
Ann nep a gollo a gollo,
Nep a c’honeo, ’c’honeo ! —
Na ter-heur anter ez int bet
’C’hoari ar c’hleze ar fleuret ;
’Benn ma oa peder heur zonet,
Baron Huët a oa lazet.
Baron Huët a lavare
Da Willaou ’r Belek en de-se :
— Et-c’hui d’ar ger, Gwillaou ’r Belek,
Ha kasset gant-oc’h ma ronsed :
Ha laret ’vinn et da Baris,
’Wit saludin ar roue Loïz,
Prenet ganin un inkane,
Kalonik ma marc’h ’oa re-ge. —
- ↑ Une autre version ajoute :
— Me ’m euz laket he benn war ’r pave
D’ servijout d’ voul c’hillou d’ez-he ! —