— War bont al lestr ia, baleet,
Met taolet-ewez veac’h beuzet. (bis)
Marivonnik a lavare
War bont al lestr pa bourmene : (bis)
— Gwerc’hes Vari, lavaret d’inn,
Pe me em veuz, pe me na rinn ? (bis)
Balamour d’ac’h, Gwerc’hes Vari,
N’ c’houlennann ket ho ofansi. (bis)
Mar ann er mor, me ’vo beuzet,
Ha mar chommann, me vo lazet ! — (bis)
Euz ar Werc’hes a deuz zentet
War hi fenn ’r mor eo em daolet. (bis)
Ur pesk bihan a fonz ar mor,
’Zav Marivonn war c’hore ’nn dour. (bis)
Ann aotro ’nn Angles a lare
D’he verdedi eno neuze : (bis)
— Merdedi, merdedi, hastet,
Me a roïo d’ac’h pemp kant skoed ! — (bis)
Ann aotro ’nn Angles a lare
Da Varivonnik, en de-se :
— Marivonnik, c’hui ’ zo manket,
Ma karjeac’h ’vijeac’h ma fried ! —
Kanet gant Janet ar Gall — Kerarborn, 1849.
Une autre version donne ainsi la fin de cette chanson, dont l’air est charmant :
Ur pesk bihan a fonz ar mor
’Zav Marivonn war c’hore ’nn dour (bis)
Ur bar-awell a zo zavet,
’N toul porz hi zad ’n euz hi c’hasset. (bis)
— Tadik paour, digoret ho tor,
Marivonnik a c’houll digor ! — (bis)
— Ha posubl a ve, ma Doue,
Marivonnik a ve aze ! — (bis)
Ter zro d’ann ti a deveuz gret,
Ha neuze kerkent ’ eo marwet ! (bis)