Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/370

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



MARIVONNIK.
________


   Ann de kenta euz a viz du
’Tiskennas ’r Saozon en Dourduff [1]; (bis)

   En Dourduff pa ’z int diskennet,
Ur plac’hik iaouank ’deuz laeret : (bis)

   Ho deuz laeret ur plac’hik koant
Da gass gant-he d’ho batimant. (bis)

   Marivonnik eo hi hano,
Ginidik e a Blougasnou. (bis)

   Marivonnik a lavare,
Biou porz hi zad pa dremene : (bis)

   — Adieu, ma mamm, adieu ma zad,
Bikenn n’ho kwel ma daoulagad ! (bis)

   Adieu, ma breur, adieu, ma c’hoar
Bikenn n’ho kwelann war ann douar ! (bis)

   Adieu, keront ha mignouned,
Bikenn n’ho kwelann war ar bed ! — (bis)

   Ar Varivonnik a oele,
Na gave den hi c’honzolje ; (bis)

   Na gave den hi c’honzolje,
Met ’nn Angles-braz, hennes a ree :

   — Marivonnik, na oelet ket,
Wit ho puhe na gollfet ket : (bis)

   Wit ho puhe na gollfet ket,
Met ho enor na larann ket ! — (bis)

   — Gwell eo ganin-me ma enor
Wit kement lestr ’ zo war ar mor. (bis)

   Aotro ann Angles, d’in laret,
Nemet d’ac’h na vinn oblijet ? — (bis)

   — D’in ma unan, d’am faotr ar gambr,
D’am martoloded p’ho do c’hoant ! (bis)

   D’am martoloded, p’ho do c’hoant,
Bez’ ’ zo ’nn ez-he unann ha kant ! — (bis)

   — Aotro ann Angles, d’in laret,
War ’r pont da vale am lezfet ? — (bis)

  1. Le Dourduff (eau noire) est le nom d’une petite anse à l’embouchure de la rivière de Morlaix.