Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/362

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Ispisiall war-benn hou-man,
’Zo c’hoar-vager da Gernenan :
Na euz servijer en ho ti,
Na oar ho nozwez koulz ha c’hui. —

   — Mar karet n’am diskuilfet ket,
Me ’ roïo d’ac’h peb a gant-skoed ;
Ni hi lienno, archedo,
’Zono d’ez-hi ar glaz tano ! —


V


   N’ doa ket kanet ar c’hog d’ann de,
Oa toret ’r perzier en Trede ;
Ez oa perzier Trede toret,
Gant Kernenan hag he baotred.

   ’Nn aotro Kernenan ’ lavare
En maner Trede, p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
’N aotro Trede pelec’h ema ? —

   Ar palefrinier a laras
D’ ’n aotro Kernenan, p’hen klewas :
— Et eo en un tammik afer,
Na deuïo ket henoz d’ar ger. —

   — Gaou a lares, palefrinier,
E-medi sur da vestr er ger,
Rag te zo kustum mont gant-han,
War ann hentjou da verc’hetan ! —

   ’N aotro Trede, ’vel ma klewas,
Gant ’r vinz d’ann traon a diskennas ;
Gant ’r vinz d’ann traon e diskennet,
Ur gwall salud braz hen euz bet.

   — Aotro Trede, d’in-me laret,
D’am c’hoar-vager oc’h euz-c’hui gret ? —
— E-medi duze er jardinn,
Hi fenn ’n tal penno hi daoulinn ! —

   — Ma c’hoar-vager a t’euz lazet,
Hi revanch renkann da gavet ! —
— Kernenan, les d’in ma buhe,
Me a roï did ma holl leve ! —

   — N’eo ket mado a c’houlennann,
Buhe ’wit buhez a renkann ;
Ma c’hoar-vager a t’euz lazet,
Hi revanch renkann da gavet ! —

   D’ar zal vraz neuze ez int et,
Da c’hoari ’r c’hleze ar fleuret ;
Markiz Trede hen euz kollet,
Kernenan hen euz-han treuzet !