— Kennt dont e-meaz a di ma zad,
Me am euz dijuniet mad. —
— Marc’haridik, deut d’am jardinn,
Da dibab ’r bouked louzou finn ;
Pe autramant ur garlantes,
Da lakad war ho podad leas. —
— Salv-ho-kraz, eme-z-hi, aotrou,
Na sonjann ket en bokedou ;
En Kervezennek ’zo kanvou,
Marw eo mab-henan ann aotrou. —
— Ha ve marw mab-henan ’nn aotrou,
N’eo ket c’hui a reï he ganvou ;
N’eo ket c’hui a reï he ganvou,
Met ’r re herito d’he vadou. —
N’ oa ket he c’hir peurlavaret,
A-vriad en-hi eo kroget.
Un heur-anter, hep laret gaou,
Ez int bet o c’hourenn ho daou.
’Nn itron lare ’brennestr hi c’hambr :
— Kouraj ! kouraj, plac’hik iaouank ! —
— Kouraji mui na hallann ket,
Ma c’halon baour na bado ket ;
Ma c’halon baour na bado ket,
Ma zeïenn a zo re stardet :
Gwell eo ganin koll ma buhe,
Wit m’eo koll ma virjinite !
Itron, ur gontel d’in taolet,
D’ droc’ha ma zeïenn re-stardet ! —
Ur pognard d’ez-hi ’ zo taolet,
En hi c’halon deuz-han plantet ;
En hi c’halon deuz-han plantet,
Eno war al lec’h eo marwet !
Kanet gant Mari-Anna Ann Noan, paourez-koz
euz parez Duault.