— Gaou a lares war da ine !
Rag Rozmelchon ’ zo ’n he wele ;
Ar Rozmelchon a zo er ger,
Me lako ann tân ’n he gastel ;
Me dewo he gastel a-grenn,
Hag hen en-han da c’houlaouenn !…… —
Ha setu dewet ar c’hastel,
Hag ar Rozmelchon euz ar beer ![1]
Kanet gant un neeres en bourk
Plouegat-Guerrand. — 1863.
El Lezker-vraz ’zo ’r varadek,
Pedet eo ann holl da vonet ;
Pedet eo ann holl da vonet,
Marc’haridik ’zo zoubpedet.
Marc’haridik a lavare
D’hi zad, d’hi mamm, un noz a oe :
— Me na inn ket d’ar varadek,
Ma c’hoar Vari a renk monet ;
Ma c’hoar Yari a renk monet,
M’ habit kaer d’ez-hi ’ vo gwisket. —
— Ho c’hoar n’aï ket d’ar varadek,
C’hui ’ zo pedet, a renk monet. —
Marc’haridik, pa deuz klewet,
Da oela ez eo em laket.
- ↑ VARIANTE :
Ann-neb a welje Rozmelchon
Diouz ar beer, ’vel ur hochon !