Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/320

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Ar pajik-bihan a lavare
En Lannuon na pa arrue :

   — Demad d’ac’h ha joa holl er ger-ma,
’Nn aotro Lezobre pelec’h ema ? —

   ’Nn aotro Lezobre, p’hen euz klewet,
He benn er prennestr ’n euz boutet ;

   He benn er prennestr ’n euz boutet,
Ha paj ar roue ’n euz saludet.

   — Demad d’ac’h-c’hui, aotro Lezobre ! —
— Ha d’ac’h-c’hui iwe, paj ar roue !

   Ha d’ac’h-chui iwe, paj ar roue,
Petra ’zo c’hoarvezet a newe ?

   — Lavaret ’zo d’ac’h-c’hui, Lezobre,
Dont d’ gombati Maurian ar roue. —

   — En han’ Doue ! pajik ar roue,
Desk-d’in sekret ar Maurian-ze !

   Ha me a roïo did ur bouket,
A vo en he greiz pewar-mill skoed. —

   — Me a lavaro d’ac’h he sekret,
Met bikenn da den n’hen diskuilfet :

   Na pa gomanso ar gombat-ze,
Taolet prim ho tillad war he re ;

   Ha strinket gant-han dour-binniget,
Kerkent evel hen do dic’houinet ;

   Neuze a raïo ul lamm en er ;
Lakit ho kleze d’hen digommer ;

   Bezit gwell ganec’h koll ho kleze,
Lezobre, ewit koll ho puhe ! —

   ’Nn aotro Lezobre, p’hen euz klewet,
He zorn en he c’hodel ’n euz boutet ;

   He vouked d’ezhan hen euz roët,
A oa en he greiz pewar mill-skoed. —


V


   ’Nn aotro Lezobre a lavare,
En Santes-Anna, pa arrue :

   — Bars en naontek stourmad ez on bet,
Hag ho naontek am euz gonezet ;

   Hag ho naontek am euz gonezet,
Dre ho kraz, santes Anna Vened ;

   Grit d’in c’hoas gonit ann ugenvet,
Ha me vo kurunet er Ieodet.