Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/318

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


III


   ’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lavare
D’he bajik-bihan hag en de-se :

   — Me a well o tonet un azenn,
Hag hen war gein un inkane-gwenn ! —

   ’Nn aotro Lezobre a lavaraz
Na da Goat-ar-Skinn, ’vel m’hen klewaz :

   — Ha mar d’on-me azenn, a dra-sur,
Me na on ket azenn dre natur ;

   Me na on ket azenn dre natur,
Ma zad a lareur oa un den fur ;

   Mar na t’euz anavezet ma zad,
Me a roïo did anaout he vab ! —

   Da gombati neuze int bet et,
’Nn aotro Lezobre ’n euz gonezet.

   ’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lavare
Na da Lezobre, pa c’honeze :

   — En hano da Zoue, Lezobre,
En han’ Doue, ro kartier d’in-me ! —

   — Me na roïnn ket kartier dide,
Rag n’as bije ket roët d’in-me. —

   — En hano ma Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe ! —

   — Na leuskinn ket ganid da vuhe,
N’as bijes ket leusket ganin-me. —

   — En hano da Zoue, Lezobre,
Kerz-te en karg wit ma bugale. —

   — N’inn ket en karg wit da vugale,
Me leusko gant-he ho liberte. —

   Na oa ket he c’hir peurlavaret,
Koat-ar-Skinn gant-han a zo lazet. —


IV


   Lizerou d’ar roue ’ zo kasset.
Da laret ’oa Koat-ar-Skinn lazet.

   Hag ar roue Gall a lavare
D’he bajik bihan, un dez a oe :

   — O pajik, pajik, ma faj-bihan,
Te a zo dilijant ha buhan,

   Kerz da lavaret da Lezobre
Dont d’ gombati ma Maurian-me !… —