Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/316

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



LEZOBRE
HA MAURIAN AR ROUE.
TERVET GWES.
________


I


   Etre Koat-ar-Skinn [1] ha Lezobre
A zo bet assinet un arme ; (bis)

   A zo bet assinet ur gombat,
Doue da reï d’ez-he kombat-vad ; (bis)

   Doue da reï d’ez-he kombat-vad,
Hag er ger, d’ho zud, kezelou-mad !… (bis)

   Ann aotro Lezobre a lavare
D’he bajik-bihan, un dez a oe :

   — Dibr din-me prim ma inkane-gwenn,
Laka he vrid arc’hant en he benn ; (bis)

   Laka he vrid arc’hant en he benn,
Hag he gollier-aour en he gerc’henn ; (bis)

   Hag ho hini Rouan akipet,
Ma iefomp d’ Santes-Anna Wened ! —


II


   Ann aotro Lezobre a lavare,
En Zantes-Anna pa arrue :

   — Bars en tric’houec’h stourmad ez on bet,
Hag ho zric’houec’h am euz gonezet ;

   Hag ho zric’houec’h am euz gonezet,
Dre ho kraz, santes Anna Wened ;

   Roït d’in ’r c’hraz da c’honit ’nn naontekvet,
Me a vo kurunet en Drindet.

   Ha me breno d’ac’h ur c’houriz koar,
A reïo ann dro d’ho holl douar,

   Unan d’no iliz ha d’ho pered
Ha da ho holl douar benniget ;

   Me a breno d’ac’h ur baniel ru,
Hag a vo alaouret en daou-du. —

  1. Les chanteurs disent tantôt Koat-ar-Skinn, tantôt Koat-ar-Skevel, et d’autres fois Koat-ar-Ster. Je trouve le nom de Koat-ar-Skinn dans un autre gwerz, Ann aotro Kerdadraon, que l’on lira plus loin.