Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/308

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



   Me a roïo dac’h ur groaz aour-finn,
Ar c’haera vezo en foar Kintinn ;

   Me a roïo dac’h un tabernek
Hag ur zakramant holl alaouret ;

   Ouspenn a rinn dac’h ur groaz arc’hant,
Hag un esensouer hag ul lamp ;

   C’hoaz a roïnn dac’h ur baniel-gwenn,
A vo seiz kloc’h arc’hant ouz he benn ;

   A vo seiz kloc’h arc’hant ouz he benn
Hag un troad balenn wit hen dougenn ;

   Habillamant wit ho seiz aoter,
Hag un oferenn-bred bep gwener :

   C’hoaz a roïnn dac’h ur c’houriz koar,
Hag a raïo ter zro d’ho mogoar ;

   A raïo ter zro en dro d’ho ti,
Ha dont da skoulmo d’ar marchepi. —

   Na oa ket he c’hir peur-lavaret,
Ma komzaz santes Anna Vened :

   — Kerz d’ar gombat, ’me-z-hi, Lezobre,
Me a vo eno kerkent ha te. —


III


   ’Nn aotro Koat-ar-Skevel ’c’houlenne
Digant Lezobre, un dez a oe :

   — Demad larann dide, Lezobre ;
Da unan out-te deut d’ann arme ? —

   — N’euz deut nemet-on da gombati,
Nemet ma fajik bihan ha mi ;

   Nemet ma fajik bihan ha mi,
Ha Doue hag ar Werc’hes Vari ;

   Ar Werc’hes Vari benniget,
Hag ’nn itron santes Anna Vened ! —

   — Lizeriou am euz digant ar roue,
Na ewit da laza, Lezobre. —

   — Mar ’c’h euz lizeriou digant ar roue,
Roït d’inn, ma lenninn ann ez-he. —

   — Distera zoudard ’ zo em bandenn,
N’ho rofe ket da ur seurt azenn ! —

   — Wit mar d’on-me azenn, a dra-sur,
Me na onn ket azenn dre natur ;

   Me na on ket azenn dre natur,
Ma zad a lareur oa un den fur. —