Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/306

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



LEZOBRE[1].
GWES KENTA.
________


I


   ’Tre Koat-ar-Skevel ha Lezobre
A zo zavet ur gombat newe ; (bis)

   Ar re-ze deuz zavet ur gombat,
Doue da reï d’ez-he kombat vad ! (bis)

   Doue da reï d’ez-he kombat vad,
Ha d’ho zud er ger kezelou mad ! (bis)

   Markiz Lezobre a lavare
D’he baj-bihan, un dez a oe :

   — Dibres-te d’in-me ma inkane,
Ma ez inn da ober ur bale ;

   Laka ur brid arc’hant en he benn,
Hag un dibr alaouret war he gein ;

   Hag un dibr alaouret war he gein,
Houarn he daou-droad en aour-melenn ;

   En aour melenn vezo houarnet,
Wit mont da Zantes-Anna Vened. —


II


   Ann aotro Lezobre a lare,
En Zantes-Anna pa arrue :

   — Demad, itron santes Anna Vened,
Me zo deut iaouankik d’ho kwelet ;

   N’am euz ket tric’houec’h vloaz achuet,
Hag en tric’houec’h kombat ez on bet ;

   Hag ho zric’houec’h am euz goneet,
Dre ho kraz Santes Anna Vened ;

   Grit d’in c’hoaz gonit ann naontekvet,
Ha me a rei dac’h anter-kant skoed ;

   Ia, anter-kant skoed en arc’hant gwenn,
Hab ur c’hement-all en aour-melenn ;

   Ha c’hoaz a rinn dac’h un donezon
A vezo kaer da dez ho pardon ;

  1. Les Aubrays, nom d’une seigneurie de la maison de Retz, apportée en mariage, en 1455, à Rolland de Lannion, par Guyonne de Grezy, dame des Aubrays.