Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/280

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Mari Tili a lavare,
’N ti ar C’hrokard koz p’arrue :
— Roït d’in skabel d’azeza,
Mar ben-me merc’h-kaer en ti-ma. —

   — Merc’h-kaer en ti-ma n’ vefet ket,
Na c’hui na merc’h kakouz a-bed. —
— Biskoaz n’ho po gwaz-kalounad,
Wit laret kakouz euz ma zad ! —


III


   Iannik Kokart a lavare
D’he dad, d’he vamm, un dez a oe :
— Ho konje, ma mamm ha ma zad,
Da vont d’ar pardon d’ar Folgoat. —

   — Ia, ma mab, it-c’hui d’ar Folgoat,
Hag it en kompagnunes-vad…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Pa oa gant ann hent o vonet,
Mari Tili ’n euz rankontret :
— Iannik Kokard, d’in-me laret,
Pelec’h ez et pe ez oc’h bet ? —

   — Me ia d’ar pardon d’ar Folgoat,
Doue da reï d’in pardon mad ;
Doue da reï d’in pardon mad,
D’am zud er ger kezelo-mad ! —

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Mari Tili a lavare,
Bars en Plouvorn pa arrue :
— Diskennit d’in gwinn da evan,
Diskennit euz ho kwinn gwellan ;

   Ha diskennit d’in gwinn-kleret,
’R gwinn blij da galon ar merc’hed ! —
’N ur memeuz gwerenn ez evjont,
’N ur memeuz gwele e kouskjont……

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


IV


   P’ ee Iannik Kokard da vouit dour,
Na ouie ket ez oa klanvour,
Ken a deuaz da em zellet,
E tispenne gant ar c’hlenved !

   Iannik Kokard a lavare
Er ger, d’he vamm, pa arrue :
— Dalet, ma mamm, ho tour kerc’het,
En han’ Doue, n’evet-han ket.