— Ma breur kloarek n’ vo ket krouget,
Rag hennès na eo ket kiriek ! —
— Bet drouk gant ann nep a garo,
Kloarek ’r C’habitenn krouget ’vo ! —
Kloarek ’r C’habitenn a lare,
’R vaz-huella ’r skeul pa bigne :
— Mar be bolante ma Doue
’Savfe ur wezenn ’ dann tri-de,
Diwar bont ar C’hastel-newez,
Ewit diskleri ar wirionez ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’R vinorezik pemp bloaz lare,
Euz Lann-Blounevez pa zortie :
— Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har !
Ma mamm ’ zo krouget ha dewet,
Ha ma zad paour a zo laourek ! —
’R vinorezik pemp bloaz lare
War bont ’r C’hastell-newez p’arrue :
— Tud ar justiz, c’hui ’ zo manket,
’Veza ma eontr kloarek krouget !
Me well ur wezenn a zri-dez,
Na war bont ar C’hastell-newez ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’R vinorezik pemp bloaz lare
’N toul-dor hi zad pa arrue :
— Digorit ho tor d’inn-me, ma zad,
Wit ma chanjinn dac’h ho rochad ;
Wit ma chanjinn dac’h ho rochet,
Tric’houec’h miz ’ zo n’oc’h euz chanjet. —
— Penherezik, it al lec’h-se,
Rag mar chanj ’nn awell a goste,
Mar chanj ann awell a gostez,
C’hui ’laourfe dre doull ann alc’houez !
— Me ’ zo ama ’ tibri gant ’r c’hontron,
Prest int da gregin em c’halon ! —
— Bet ann awell ’n tu ma karo,
Me a garrie beza maro !
Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har !