’R bugel pemp bloaz, pa ’n euz klewet,
He benn er prennestr ’n euz boutet ;
He benn er prennestr ’n euz boutet,
Ho c’halon ho daou ’ zo rannet !
Bennoz Doue war ho ine,
Et int ho daou dirag Doue !
Kanet gant ar C’hemener-bihan.
Plouaret, 1863.
Selaouet holl, hag a klewfet
Ur werz a zo newez savet ;
Ur werz a zo newez savet,
Da Vari ’r C’habitenn eo gret ;
D’hi breur kloarek koulz ha d’ez-hi,
Memeuz maro ’n euz evel-t-hi.
Mari ’r C’habitenn a lare
Dimeuz ar ger pa sortie :
— Penherezik, chommet aze,
Me ia da ober ur bale ;
Me ia da ober ur bale,
Arruo er ger bars tri de. —
Mari ’r C’habitenn lavare,
’N ti hi breur kloarek p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ma breur kloarek pelec’h ema ? —
Ar vates vihan a laraz
D’ Vari ’r C’habitenn, p’hi c’hlewaz :
— Ho preur kloarek er ger n’ man ket,
’Baoue ’r beure eo sortiet. —
Mari ’r C’habitenn, p’ deuz klewet,
Kerkent d’ar jardinn a zo et ;