Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/262

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



BUGEL AL LAOUREK.
________


I


   ’Nn hini ’n euz c’hoant kavet truez
It dilun d’ar C’hastel-nevez,

   Hag ’ welo krougan ha leski
Braoa groeg iaouank ’ zo en-hi ;

   Braoa groeg iaouank ’ zo en-hi,
Plac’h ar merer a Lezhildri,

   ’Zo kavet ’r bugel ’n hi gwele,
Ur gontel-noaz en he goste ;

   Hag a zo d’ez-hi tamalet,
Koulzgoude ’lar n’eo ket kiriek.


II


   Ar bugelik pemp bloaz ’lare
Diouz ar ger pa zortie :

   — Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har !

   Ma mamm ’vo krouget ha dewet,
Ha ma zadik paour ’zo laouret ! —

   Ar bugelik paour a lare
D’ar Senechal-braz en de-se :

   — Aotro ’r Senechal, m’ am c’haret,
Ma mammik paour d’in a rofet ;

   Ma mammik paour d’in a rofet,
Me varwo wit-hi, mar be red. —

   Ar Senechal braz a lare
D’ar bugelik pemp bloaz neuze :

   — N’eo ket arru ann amzer-ze
Ma varw ann eil ’wit egile. —

   Ar vroegik paour a lavare
D’hi bugelik pemp bloaz neuze :

   — Ma bugel paour, kerz al lec’h-se,
Me ’ digwezo d’ar ger bars tri de ! —