Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/260

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   ’Nn itron Lezhildri a lare
D’ Fantik ’r Pikart eno neuze :
— Lakit ewes, ma fillores,
Na veac’h-c’hui bet ur vuntreres ! —

   — Ma maerounes, petra laret ?
Me n’am euz bloaz nemet c’houezek !
Et oc’h are war ar bidet,
Ha n’oc’h euz ket lec’h da vonet ;

   Ha n’oc’h euz ket lec’h da vonet,
Rag den honest eo ho priet. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   ’Nn itron Lezhildri a lare,
Euz ti ’r Pikart e-meaz pa ’z ee :
— Ha pa goustfe d’in pemp-kant skoed,
Fantik ar Pikart vo krouget ! —


III


   Fantik ar Pikart a lare,
’R vaz huella ’r skeul pa bigne :
— Me well ’c’hann noblanz Lezhildri,
Me garrie ’nn tân euz hen dewi !

   Me garrie ’nn tân euz hen dewi,
Ann aotro ’n he greiz o loski ;
Ann aotro ’n he greiz o loski,
Rag hennes a zo kiriek d’in !

   P’ vijenn kasset d’ann ofern-bred,
En Lezhildri vijenn kavet ;
Me a vije en Lezhildri,
Ebars ar c’hambriou, pe en ti ;

   O c’hoari ’nn dinz hag ar c’hartou,
’Sambles gant bugale ’nn aotrou ;
Pa vijemp skuiz c’hober ’r jeu-ze,
Ni gouske hon daou ’n ur gwele ! —


Kanet gant Mari-Job Kerival, mates
en Kerarborn. — 1849.

__________