’Nn itron a Lezhildri, ’r vroeg-vad,
A zavaz un de, beure-mad ;
A zavaz un de, beure-mad,
Hag a deveuz gret ur c’havad.
Arruet er ger ’l levrenn-wenn,
Gant-hi ’r plac’h-bihan ’dreuz ’n hi fenn,
Hag ur c’horf lienn hen pakan,
Hano Fant ’r Pikart war-n-ezhan.
’Nn itron a Lezhildri lare
D’hi faotr marchosi, en de-se :
— Dibret d’in-me ma inkane,
M’inn d’am mereriou da vale ;
Dibret d’inn ma inkane gwenn,
Laket brid arc’hant en he benn,
M’inn da vereuri Lezhildri,
Pell-zo na on ket bet en-hi. —
’Nn itron Lezhildri a lare,
’N ti ’r Pikart-koz pa arrue :
— Ma c’homper, d’inn-me lavaret,
Pelec’h emedi ho merc’hed ? —
— Diou ’ zo war al lenn, o kanna.
Diou-all o lakad da zec’ha ;
Diou-all o lakad da zec’ha,
Ha diou-all ’ zo o tiwaska ;
Nemet hounnes, ho fillores,
’Zo war hi gwele klanvoures. —
’Nn itron Lezhildri a lare
D’ Fantik Pikart eno, neuze :
— ’Baoue pegoulz, ma fillores,
Ma ’z oc’h c’hui em gavet dies ? —
— ’Baoue ’r mintinn-ma, maerounes,
Ez on-me chomet klanvoures. —
— Ma fillores, d’in-me laret,
Pelec’h ’man ar boan a zoufret ? —
— Ur boan ar vrasa ’m euz em penn,
Siouas ! d’am c’halon a tiskenn. —