Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/254

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



   — Wit euz ar groug ho pardonann,
Met euz an tan, bikenn na rann,
Mar na deu ’r groaz hag ar banier
Da glask ’r vates-vihan d’ar ger.


Kanet gant Mari-Anna ann Noan.
Duault.

________



FANTIK AR PIKART.
GWES KENTA.
________


I


   Aotro Lezhildri a lare
D’ann itron Lezhildri ’n dez oe :
— O chaseal er c’hoad ’on bet,
Hag ul levrenn ’m euz rankontret ;

   Me ’m euz rankontret ul levrenn,
’R bugel bihan gant-hi ’n hi fenn :
’R bugel bihan gant-hi ’n hi fenn,
Zo henvel euz ar Bikardenn. —

   Itron Lezhildri, pa glewaz,
D’hi fajik bihan a laraz :
— Dibret d’in ma inkane gwenn,
M’inn da welet ma mererienn. —


II


   Itron Lezhildri a lare
’N ti ’r Pikart-koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ho merc’hed, pa na ho gwelan ? —

   — Diou ann-ez-he ’ zo o kanna,
Ha diou-all ’ zo o tiwaska,
Ha diou-all ’ zo o paluc’ha,
Ha diou-all a zo o kriba.

   Diou-all ’nn ez-he ’ zo o neza,
Ha diou-all ’ zo o tibuna ;
Diou-all ’nn ez-he ’ zo o ferri,
Ha diou-all ’ zo o ampezi ; [1]

  1. Il y a quelque chose de semblable dans la pièce du Barzaz-Breiz qui a pour titre : Notre-Dame du Folgoat (page 272, 6ème édition).