’Nn aotro ’r Gerwenn a lavare
Da dut ar justiz, un dez oe :
— Tud ar justiz, em breparet,
Ganin fenoz renket donet…… —
Ann dut a justiz a lare,
Ebars ann ti, pa arrue :
— Mates-vihan, em breparet,
Ganimp fenoz renket donet.
— Itron Varia ann Drindet,
Pez torfed am euz-me ta gret ;
Pez torfed am euz-me ta gret,
Mar eo ganec’h vo red monet ? —
Ar vates-vihan ’ c’houlenne,
’N toull-dor hi mamm pa dremene :
— Ge eo ho kalon, pa ganet,
Hini ho merc’h allas ! n’eo ket. —
— Ma merc’hik paour, d’in-me laret,
Petra ho rent ken kontristet ? —
— Allas ! ma mamm, n’hen larinn ket,
A-benn ar finn ’vo gouvezet.
Ho pedi rann, ma mamm, ma zad,
Da vonet wit-on d’ar Folgoat,
Diarc’henn, dilour, war ho taou-droad,
War ho taoulinn-noaz ur pennad. —
— Penaos ’z iafenn di penn-da-benn,
Pa n’ouzonn hent na gwennojenn ? —
— Gwerz un anouer-bloa ’m euz gwestlet,
Hag ho rento ’n toul ar porchet ;
Hag en distro, deut dre Razon,
C’hui ho po glac’har ’ho kalon ,
Pa Wellfet ludu ha glaou gret
Euz ar galonik ’c’h euz maget !
Lest ho kouez ’c’hann da diziou,
C’hui a gavo ludu ha glaou ;
C’hui gavo ludu ha glaou gret
Euz ar galon oc’h euz maget ! —
— Ma merc’h pez torfed oc’h euz gret,
Pa ’z eo d’ann tan ez oc’h barnet ? —
— Allas ! ma mamm, na larinn ket,
A benn ar finn vezo gwelet ! —