Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/248

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   P’arru Fransesa Kozik en ti
’R c’houarneres daoulinn dirazhi :
— Fransesa Kozik, ma fardonet,
En braz am euz ho ofanset ! —

   — Gouarneres, savet al lec’h-se,
Goulennit pardon euz Doue ;
Goulennit pardon euz Doue,
Gouarneres, m’ho pardon iwe. —


V


   Et ’r gouarneres d’ar fagodiri,
Hounnes int deut a-benn ’nn ez-hi ;
Treuz daou dewez-arad diout-hi,
A tilamm ann tan d’hi dewi ! [1]


Plouaret, décembre 1854.

________


ANN AOTRO AR GERWENN
HAG AR VATES-VIHAN.
________


I


   Bars ar Gerwenn ez euz glac’har,
Mar euz nep-lec’h war ann douar,
Balamour d’ar Gouarneres,
A zo em gavet dougeres.

   Ar gouarneres a lare
Ha d’ann aotro, un dez a oe :
— ’Ma ’r vates-vihan ’n hi gwele,
Ur bugelik euz hi c’hoste ;

   Ur bugelik euz hi c’hoste,
Ur gontel-noaz ’n penn ar gwele ! —
Dre ’r finessez euz ar merc’hed,
Hi linselliou a deuz chanjet ;

   Hi linselliou a deuz chanjet,
D’ar vates ho deuz-hi laket.
’Nn aotro ’r Gerwenn, vel ma klewas,
Da gaout ar justiz mont a reas.

  1. Il y a une commune du Bourg-Blanc dans le département du Finistère, canton de Plabennec. Il existe aussi une ancienne famille bretonne du nom de Bourblanc, que les Bretons appellent ar Vurwenn. Dans la version qui suit, ce nom devient ar Gerwen, La Villeblanche.