Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/244

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


III


   P’arru Fransesa ’tall lenn hi mamm,
E kavas hi mamm o kannan :
— Ma mammik paour, d’in-me laret,
Nag ober ar c’houez, a ret ? —

   — Ia, ur c’houez gwenn ’vel ann erc’h ;
Petra a fell d’ac’h-c’hui, ma merc’h ? —
— Ma mammik paour, mar am c’haret,
Ho kouez da redek a lezfet ;

   Ho kouez da redek a lezfet,
Ken ’vo dizio da zonet ;
Neuze en glaou ha ludu welfet
Ho merc’h Fransesa, a garet ! —

   Hi mammik paour, vel ma klewas
’Goezaz d’ann douar, a zemplaz ;
A zo koezet, a zo zemplet,
Ann archerrienn deuz hi savet.

   — O petra ’valeur a teuz gret,
Ma verites beza losket ? —
— Tawet, mamm baour, na oelet ket,
Euz ar maleur n’on ket kiriek.

   Chanjet ’zo linselliou euz ma re,
Laket d’in ’r bugel em gwele.
Me oa ruillet diruillet dre ’r c’hoad,
Allas ! Doue, me oa kousket mad !

   Ma mammik paour, mar am c’haret,
Wit-on d’ar Folgoat ez iefet.
Gwella buc’h-leaz ’zo ’n ti ma zad
A gasfet wit-on d’ar Folgoat. —


IV


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
   ’Nn aotro ’r Vurwenn ’n euz komandet
Eleal ma vije krouget.

   Fransesa Kozik ’lavare
D’ar bourrewienn, un dez a oe :
— Gwaskit, bourrewienn, gwaskit bepred,
Kontanti ar bopl a refet ! —

   Ar bourrewienn a lavare
D’ann aotro ’r Wurwenn, en de-se :
— Pe c’hui pe ni ’ zo bet manket ?
Fransesa Kozik n’ varwfe ket !