Aotro ar Vurwenn a lare
D’ Itron ar Vurwenn, un dez oe :
— Savet, Itron, deut-c’hui e-meaz,
D’ober d’ho fillores soubenn ’l leaz !
D’ober soubenn ’l leaz d’ho fillores
’Zo bet en noz-ma muntreres ;
Ur bugel bihan ’zo ’n hi gwele,
Ur gontel noaz en he goste ! —
Itron ’r Vurwenn, ’vel ma klewas,
Meaz hi gwele a zilampas ;
Meaz hi gwele eo dilampet,
D’ gaout hi fillores hi ’ zo et.
Itron ar Vurwenn a lare,
’N ti hi fillores p’arrue :
— Penaos ’ me-z-hi, ma fillores,
Ma ’z oc’h-c’hui bet ur vuntreres !
Mar ho pije d’in anzaovet,
Me ’m bije ho pugel maget ;
Me ’m bije ho pugel maget,
Bikenn den n’ dije gouveet. —
Tawit, maerones, n’ nec’hit ket,
Euz ar maleur n’on ket kiriek ;
Chanjet linselliou d’in un de,
Laket ur bugel em gwele ;
Laket ur bugel em gwele
Ur gontel noaz en he goste !
Me oa ruillet diruillet dre ’r c’hoad,
Allas ! Doue me oa kousket mad ! —
Pa oant ho diou ho tiskouri,
Ann archerrienn ’ antre en ti ;
Ann archerrienn ’zo antreet,
Fransesa Kozik komerret.
Fransesa Kozik a lare
D’ann archerrienn eno neuze :
— Me iel’ gant-oc’h lec’h ma karfet,
Dre di ma mamm ’ renkann monet. —