Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/240

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



   — Dre c’hraz ar Werc’hes benniget,
Dont aman m’ mamm, am euz gallet ;
Dre c’hraz ar Werc’hes benniget,
A zo em flaz en em laket !

   — Ma merc’h, me ielo d’ar Folgoat,
Diarc’henn, dilour ha war-droad ;
Diarc’henn, dilour ha war-droad,
Ma klewo ’r Werc’hes ho mennat. —


III


   Bourrew Razon a lavare
Diwar ar chaffot, un dez oe :
— Tud-a-justiz, em aretet,
Hag c’hui pe me ’zo bet manket ;

   C’hui pe me a zo bet manket,
’R feumeulenn-ma na varwfe ket !
Bet on ter-gwes war hi diou-skoa,
Nemet c’hoarzin ouzin na ra !

   Nemet laret d’in : — C’hoas ur wes,
Wit plijout d’ar gompagnunes ! —
— Annaïk Kozik, d’in laret,
Petra c’hoarve na varwfeac’h ket ? —

   — Ur goulmik wenn ’zo dreist ma fenn
A virr ma zaga gant kordenn :
’Nn itron Varia ar Folgoat
Oc’h ober skabell ’dann ma zroad ! —

   Annaïk ’c’hane oe lemmet,
Gwisket d’eï inviz rousinet,
Hag en kreiz un tantad taolet :
Ann tan diout-hi daou-anteret !

   Annaïk Kozik a lare
’N kreiz tre ann daou den, en de-se :
— Me well arru ’r gouarneres,
Hag hi ker kaer hag ur brinses !

   Lakit-hi em flaz, hag ’welfet
Pe hi pe me ’zoug ar pec’het !…… —
P’ arru ’r gouarneres en dachenn,
A lamm ann tan en hi barlenn,

   — Itron Varia ann Drinded,
Me n’on ket anter bunisset ;
Me n’on ket anter bunisset,
Ha tamal d’un all ma fec’het ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant Garandel, leshanwet dall kompagnon.
Kerarborn, 1847.