Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/230

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


MARC’HARIT LAURANZ.
GWES KENTA.
________


I


   Tostaït, koz ha iaouank, holl omp oblijet mad,
D’ann itron zantes Anna, hag iwe d’ar Folgoat,
Balamour d’ur plac’h-iaouank bet tri dez euz ar groug,
Dre ’r c’hraz a zantes Anna na deuz ket bet a zrouk !

   Balamour d’ur plac’h iaouank bet tri dez euz ’r potanz,
Dre ’r c’hraz a zantes Anna n’ deuz ket bet a ofanz.
Ar c’hloaregik a lare, p’arrue ’tall ’r potanz :
— Penaoz a ra da galon, Marc’haridik Lauranz ? —

   — Na t’euz ezom, c’hloaregik, da bedi gant m’ ine,
Me ’ zo ken dispoz aman evel ma ’z oud aze ;
Me ’ zo ken dispoz aman evel ma ’z oud aze,
Met sepet, kloaregik, n’am euz ket liberte.

   Ma c’halon a zo dispoz, bepred en meulodi,
Dre ’r c’hraz a zantes Anna hag ar Werc’hes Vari :
Nemet kerz te, kloaregik, kerz brema d’ann noblanz,
Da lakad ma distaga d’ann traon euz ar potanz. —


II


   Ar c’hloaregik a lare, p’arrue en noblanz :
— Me ’zo o tont a zisput a gichenn ar potanz ;
Me ’zo o tont a zisput a gichenn ar potanz,
Na gant ma muia karet, Marc’haridik Lauranz. —

   — Ro peuc’h, ro peuc’h, eme-z-han, c’hloaregik ar gaouiet,
N’oufenn bikenn da gredi, o nann, bikenn er-bed !
Mar kanfe ’r c’habon rostet ’ zo aze war ar plad,
Me a gredfe, marteze, kloaregik ar gaouiad ! —

   Na oa ket ar gir gant-han c’hoas peurlavaret mad,
Ma kan ar c’habon rostet, a vouez sklezr, war ar plad ;
Ma kan ar c’habon rostet war ar plad, a vouez sklezr ;
Neuze-vad a oa kredet kloaregik ar gewier.

   Ar Senechal a lare d’he baotr ar marchosi :
— Dibr d’in me ma inkane, ro d’ez-han kerc’h d’ zibri ;
Dibr d’in me ma inkane, hag hen dibr-han timad,
Wit ma ’z inn da chaseal, d’ober un dro d’ar c’hoad ! —