Beza ’ zo marchosiou ’wit lakad ho ronsed,
Ha gweleou mad a blun, d’ho lakad da gousket. —
Mont a ra ar marc’heger da c’houlenn da goania,
Goulenn ’ra ar verjerenn ’wit dont d’hen servija.
— Salv-ho-kraz, ’me ’nn hostises, salv-ho-kraz n’ielo ket,
Seiz bloaz ’ zo ’ma en ti-ma, den na deuz servijet. —
Dont a ra ar marc’heger d’ofr d’ez-hi da evan,
Hag o tont ar verjerenn da gommer digant-han.
O tonet ar verjerenn da gommer digant-han,
Dont a ra ann hostises ’n despet hi fasatan.
— Terrupl, ’me-z-han, hostises, ho kafann iffrontet,
Dont dirag ma daoulagad d’ fasata ma fried !
Laret-c’hui d’in berjerenn, pelec’h ’man ho tillad,
Rag pa oann et deuz ar ger, c’hui a oa gwisket mad ? —
— Leall ’me-z-hi, marc’heger, et int d’ wiska ma mab,
A zo seiz bloaz ’ zo er skool, ur bugel disket-mad ;
A zo seiz bloaz ’ zo er skool, ur bugel disket-mad,
Met mar eo gwir a laret, na welo ken he dad !…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Janet Ar Gall. — Kerarborn, 1849.
— Mar ann me d’ann arme, ’vel ma dleann monet,
Pelec’h lakaïnn me ma fried da viret ? —
— Digasset-hi d’am zi, ma breurik, mar karet,
M’hi lakaïo er gambr, gant ma dimezelled ;
M’hi lakaïo er gambr, gant ma dimezelled,
Ha p’arrufet er ger, ma breurik, hi gwelfet. —
Met na oa ket et mad he daou-droad meaz ann ti,
Ma oa laret d’ez-hi : — Brema c’hui iel’ iwe !