Kassomp d’ ’r pinvidik he denved,
Hennes a hallo lavaret
Penaoz he denved a zo bet
Gant ur roue braz diwallet ! —
Roue ’r Romani ’vonjoure,
En hostaliri p’ arrue :
— Hotises, d’in-me lavaret,
Moïenn a vo da vout lojet ?
Moïenn ’c’h euz d’ lojan ur roue,
Hag he bastor kerkoulz hag hen,
Ur plac’hik koant d’ho serviji,
N’am euz gwelet biskoas hini
Hag a vije kerkoant ha hi,
Met rouanes ar Romani. —
— Oh ! ia sur, deuet bars ann ti,
Moïenn ’walc’h ’zo d’ho serviji……
Ma flac’h-ar-gambr, mar am c’haret,
Da zerviji ann daol ’teufet ;
Seiz bloaz ’zo ez oc’h ’bars ma zi
N’ho ’m euz ket pedet d’ serviji ;
C’hoas n’am bije ket ho pedet,
Penamet ’zo ’r roue arruet…… —
. . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . .
— Plac’hik iaouank, d’in-me laret,
Un tamm euz ma flat a’ zebrfet ? —
Pa eaz d’ gommer un tamm er plad,
Hi gwalenn aour hen euz gwelet :
— Itron Varia ann Drindet,
A posubl ve ’vec’h ma fried ! —
— Mar oc’h roue, ’vel ma laret,
Hon bugale pelec’h int et ? —
— Pa oann o tremenn ar mor-braz,
Ma mab-henan en dour ’goezaz ;
P’arruaz d’ vouit m’ mab entre-henan,
’Oa ul leon euz hen tagan ;