Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/194

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Taolet oe en un toull ken tefall hag ar glaou,
En pe-lec’h na wele sklezrijenn na goulaou……
Nep a welje Marc’harit en daou-benn hi frizon
Nag o essa tec’hel diarok ann dragon !……

   Met en noz-ma en tan hen deuz bet hi lonket,
Ha dre volonte Doue he vouellou ’zo freuzet !
Digwezout ’rez da dut dont da dremen dre ’r plaz,
Na pa oa Marc’harit o ambrasi hi c’hroaz.

   Hag ez iejont buhan da anons ar c’hezlou
D’ar ger a Vrelidi, lec’h ma oa ann aotrou.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Hogenn ann aotro-ma, pini na grede ket,
A zigassaz daou den euz he di da welet.
Pa welaz ann aotro penaoz na varwe ket,
’Chourc’hemenaz neuze ma vije dibennet.

   Arru war ar chafot ma vije dibennet,
Un anter-heur amzer en graz ’ deuz goulennet ;
Goulenn a ra en graz un anter-heur amzer
Ewit goulenn pardon ewit hi zri barner.

   — Oh ! ia zur, Marc’harit, m’ ho peed, ma fardonet,
Rag ewit-on, kredet, me n’ho tibenninn ket. —
— Salv-ho-kraz, micherour, na vanket ket da ze,
Rag c’hui ez eo ann or etre Doue ha me ! —

   Ha na oa ket hi gir gant-hi peurlavaret,
Daou el ann ef war ’r chafot a zo bet diskennet :
— Allon eta Marc’harit, Marc’harit, kourajet,
Rag arru eo ann heur ma vefet kurunet ! —

   Ha na oa ket ar gir gant-han peurlavaret
Hi c’hurunenn war hi skoaz a zo kerkent koezet ;
Hi c’hurunenn euz traon a goezaz war hi skoa,
Viziblament d’ar bopl ’z ia da gomerret joa !


Kanet gant ur vales, en bourk Pleubihan. — 1864.


──────────