Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/164

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Alc’houez ann armel ’m euz kollet,
Alc’houez ann arc’h am euz torret ;
Alc’houez ann arc’h am euz torret,
He n’am euz ken alc’houez abed. —

   ’Nn aotro Penfeunteun kounnaret,
En ur vouc’hal a zo kroget ;
Ann arc’h kerkent hen euz draillet,
Ar bugel-koar a zo kavet.

   En ul lienn ez oa paket,
Ha gant-han ur ialc’h a gant-skoed,
Ewit reï d’ar belek diboel
Hen doa badezet ar bugel.

   Ter-gwes ann dez hi hen zave,
Ter-gwes ann dez hi hen broude ;
Pa vroude ’nn ez-han gant spilhou,
E save pistig d’ann aotrou :

   Pa hen broude gant spilhou-braz,
En he galon a skoë gloaz ;
Pa dome ’nn ez-han euz ann tan,
Ann aotro a ie moan-euz-moan.


III


   ’Nn aotro Penfeunteun a lare
D’he benherez, neubeud goude :
— Deiz-sul, goude ann ofern-bred,
Ma fenherez, c’hui ’vo losket ! —

   — O ia ma zad, losket a vinn,
Me dougo keuneud d’am loskin. —
— Nann, ar c’heuneud na zougfet ket,
Rag en ur c’harr c’hui ’vo douget. —


IV


   Ar bugel-koar, ar benherez,
Ar paeron hag ar vaeronez,
Ho fewar ez int bet losket
Dirag ann holl bopl dastumet ;

   Dirag ann holl bopl dastumet,
Ho fewar ez int bet losket,
Ar belek iaouank disakret,
Ha kerkent goude dibennet !

   Ann aotro-koz a oele stenn,
Hag a ziframme he vleo-gwenn,
O welet he verc’h o leski,
Pa n’hen doa bugel nemet-hi !