Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/152

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


II


   Matelina Troadek ’lare,
Pa lake hi zroad el lestr-newe :

   — Adieu d’ac’h-c’hui, holl dut ma bro,
Me ia da antrenn em anko. —

   Matelina Troadek lare,
Pa droë ’r vag war hi c’hoste :

   — Laret holl ho chapeledou,
Me ’lavaro ma gousperou ;

   Me lavaro ma gousperou,
’Z ia ’r vag da dreï war hi geno !

   Me a well el liorz ma mamm,
O troc’ha kaol da ober koan ;

   Mar selaou Doue ma fedenn,
Binvikenn na droc’hfe kaolenn ;

   Birwikenn kaolenn na droc’hfe,
P’e kiriek d’in d’ goll ma buhe !

   Aotro sant Matelinn Monkontour,
C’hui ’zo mestr ann awèll hag ann dour ;

   Aotro sant Matelinn Monkontour,
Dalc’het ma bugel war ann dour ;

   Prezervet d’am bugel he vuhe,
Kasset-han d’ar bordik duze ! —


III


   Kriz ’vije ’r galon na oelje.
En aod sant Iann nep a vije,

   ’Welet ur bugel tric’houec’h miz
War ’r plankenn ’n aod sant Iann-ar-Biz ;

   Dindan-han ur zaë satinn-griz,
Da ziskouez oa mab ur markiz……


IV


   Matelina Troadek ’zo kavet
En fonz ar mor, tric’houec’h gourred,

   En hi dorn ur boud bizinn-glaz,
Rekour hi buhe felle d’ei c’hoaz !……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant un neeres, en bourk Guerand.
Miz maë, 1863.