Me a reï d’ac’h ur c’houriz-koar,
Hag a reï ter zro d’ho touar ;
Ter d’ho pered ha ter d’ho ti,
Ha ter d’a c’har ar grusifi ;
Ha ter da c’har ar grusifi,
Ha war ann aoter d’allumi ! —
N’oa ket hi gir peurlavaret,
En aod sant Iann a oa rentet.
Gant hi bugel war hi barlenn,
En aod sant Iann, war an dreazenn ;
En he dorn ur bar bizinn-glaz,
D’ zizkouez ’oa ganet er mor-braz.
A-vriad en-han ’z eo kroget,
Ha d’ar ger gant-han ez eo et.
Er ger gant-han p’eo arruet,
En he wele deuz-han laket :
— Chomm aze brema, m’ bugel-me,
Me ia d’ Voncontour adarre,
Diarc’henn, dilour, war ma zroad,
War ma daoulinn mar hallann pâd ! —
En Moncontour p’eo arruet,
Ter dro d’ann iliz a deuz gret ;
Ter dro d’ann iliz a deuz gret,
Hag euz ar goad ’vije c’heuillet ;
Euz hi daoulinn ’koeze ar goad,
Ann daelou euz hi daoulagad !
— Aotro sant Matelinn benniget,
Antrenn ’n ho ti na hallann ket,
Serret-kloz eo ho torojou,
Kerkoulz evel ho prennestrou…… —
N’oa ket hi gir peurlavaret,
Ar c’hleïer d’ zoon ’zo komanset.
Ma lare holl dut ar c’hontre :
— Ur mirakl-bennag ’zo ’darre !
Ur mirakl-bennag ’zo ’darre,
Sant Matelinn a ra bemde ! —
Ann or-dal d’ez-hi ’zo digorret,
Ar prosession hi c’homerret ;