— Aotro zant Jakez benniget,
Grit c’hoas ur burzud em andret :
Plijit gant-oc’h ma ’z inn d’ar ger,
Me roï d’ac’h un donezon gaer :
Me a roï d’ach ur banier-gwenn,
Vo seiz kloc’h arc’hant euz he benn ;
Vo seiz kloc’h arc’hant euz he benn,
Hag un troad balan d’hen dougenn ;
Me a roï d’ac’h ul lamp aour-finn,
Braoa hini vo ’n foar Kintinn,
Ha gwiskamant d’ho seiz aoter,
Hag un oferenn bep-gwener ! —
N’oa ket ar gir peurlavaret,
War dreuzou he dad eo rentet ;
Rentet er ger, en ti he dad,
O c’houeza ann dour hag ar goad !
He c’hoar, vel ma deuz-han gwelet,
Wit hen torcha hi a zo et ;
Ma deuz tapet ul lienn-gwenn,
Ewit hen torcha penn-da-benn.
— Ma c’hoarik paour, n’am torchet ket,
Ken am bo ma c’houezenn eured ;
Ene ma mamm ’m euz delivret,
Ha ma hini am euz zalwet ! —
Doue d’ bardono ’nn holl anaon,
’Ma he gorf paour war ar var’-skaon ;
Breman ema dirag Doue,
Graz d’imb holl da vonet iwe !
Kanet gant Mari-Anna Ann Noan, paourez-koz,
parroz Duault.