Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/140

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Ar fulor euz ann arc’hant hag ar plac’h milliget
Ho deuz bet beteg he skoa brec’h ar meliner dewet ;
Ho deuz bet beteg he skoa brec’h ar meliner dewet ;
Setu enor ha profit denner euz ar merc’hed ! —


─────────



DOM IANN DERRIEN
________


I


   — Dom Iann Derrien, kousket a ret,
War ar plun dous, me na rann ket ! —

   — Petra ’zo d’ar c’houlz-ma ann noz
E-toul ma dor oc’h ober trouz ? —

   — Me eo ho mamm, Dom Iann Derrien,
’Zo ama ’c’h ober pinijenn ;

   ’Zo ’c’h ober pinijenn garo
Dom Iann , ’baoe ma ’z on maro.

   — Ma mammik paour, d’in lavaret
Petra ’zo defaot ’n ho andret ?

   — Gwez-all, pa oann war ar bed-ze,
Me am boa gret ur bromese,

   Da vont da zant Jakez ’nn Turki ;
Hir eo ann hent, ha pell mont di ! —

   — Ma mammik paour, d’in lavaret,
Servijout ’raë d’in monet ? —

   — Servijout raë d’ac’h monet,
Evel ma unan, ma veenn bet. —

   Dom Iann Derrien a lavare
D’he dad ha d’he c’hoar, en de-se :

   — Ma zad, ma c’hoar, mar am c’haret,
Roït d’in daou pe dri c’hant skoed ;

   Roït d’in daou pe dri c’hant skoed,
’N ur veaj pell ’m euz da vonet. —

   — Brema ta, pa ’z oc’h beleget,
Brema, ma breur, hon c’houitafet ? —