Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/128

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Me ’c’h azeza war ar c’hlazenn,
Tapout hi fenn war ma barlenn ;

   Tapout hi fenn war ma barlenn,
Hag a vanaz kousket soudenn.

   O tont un dra da laret d’in :
— Laz da vestrez, zent a-ouz-in ;

   Laz da vestrez, zent a-ouz-in,
Hag itron en hi flaz e vi ! —

   Euz ann dra-ze am euz zentet,
Ma mestrez vad am euz lazet ;

   Ma mestrez vad am euz lazet,
Seiz taol-kontel d’ei ’m euz roët.

   P’am boa lazet ma mestrez vad,
Na ouienn pelec’h hi lakad.

   O tont un dra da laret d’in,
Dre ma oann ken nec’het gant-hi :

   — Na kerz te gant-hi d’ar poull-glaou,
Ha kuz ’nn ez-hi gant deilou-kraou. —

   Me a ieaz neuze d’ar pardon.
Doue ’ouie ma intantion.

   Me o rankontr ma mestrik mad,
O kana hag o c’huibanad ;

   O kana hag o c’huibanad,
Me ’roaz d’ez-han kalonad !

   — Ma mestrez vad a zo lazet,
Bars ar c’hoad, gant ar forbaned !

   Me vije iwe, penamet
E-meaz ar c’hoad am euz redet. —

   — Ma vijac’h bet fidel d’ez-hi,
C’hui vije lazet koulz ha hi ! —

   Ma mestrik mad, p’hen euz klewet,
Ter-gwes d’ann douar ’zo koezet ;

   Ter-gwes d’ann douar eo koezet,
Hag am euz-han bep-gwes savet :

   — Tawet, mestrik, na oelet ket,
Me ho servijo ’vel bepred ;

   Met n’inn ket ganec’h da gousket,
Ken ’vomp dimet hag eureujet. —


III


   Sevel ’ra ’tre-z-he prepoziou
Na diwar-benn ann dimiziou.