Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/126

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



AR VINOREZIK.
GWES KENTA.
________


I


   Me oa ’r bugelik iaouank-flamm,
Pa varwaz ma zad ha ma mamm ;

   Oblijet oann da glask ma boed,
Kapabl d’hen gonit na oann ket.

   Ma oann leusket war ann hent-braz,
War ann hent-braz ewit em glask.

   Pa oann diskennet en hent doon,
Me o rankontr tud-a-feson ;

   O rankontr aotro hag itron,
Pa oann diskennet hent doon ;

   Ma laraz ’nn aotro d’ann itron :
— Sell aze ’r bugel-a-feson ;

   Hi c’homerromp ganimb ’n hon zi,
’Vel d’hon bugel greomp d’ez-hi. —


II


   Pa oann bet tric’houec’h miz ’n ho zi,
Oa gret un habit newez d’in :

   Me a oa maget ha gwisket,
’Vel pep-hini ann-he bewet.

   P’oann bet tric’houec’h vloaz en ho zi,
(Tri bloaz war-n-ugent ’m boa neuze)

   Laraz ma mestr mad d’am mestrez :
— Poent e dimizi ’r vinorez,

   Rei d’ei noblanz ar Feunteuniou,
Kaera noblanz a zo er vro ;

   Kaera noblanz a zo er vro,
Un darn, itron, euz hon mado. —

   Ma laraz neuze ma mestrez :
— N’ vo ket dimet ar vinorez ;

   N’ vo ket dimet ar vinorez,
Ken ’vo bet ganimb ’n pardon Agnez ;

   Bep-bloa ’teu ganimb d’ar pardon,
Dre m’eo ur bugel-a-feson…… —

   Pa arruaz ebars ar c’hoad,
’Teu c’hoant-kousket d’am mestrez-vad ;