Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/118

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Tawet, Garan, na oelet ket,
Ur re-bennag a renk monet. —

   — Me n’ rojenn forz wit partian,
Penamet ma mamm-baour ’zo klan ;

   ’Ma seiz miz ’zo war hi gwele,
Na deuz kristenn nemet-on me. —


III


   Garan ar Briz a lavare
Er ger d’he vamm, pa arrue :

   — Savet, mamm baour euz a-lec’h-ze,
Ma rinn ur wes c’hoas ho kwele. —

   — Pe c’hui ’zo skuiz euz ma c’hlenved,
Pe c’hui ’zo skuiz euz ma gwelet ? —

   — O tenna d’ar billet ’on bet,
Soudart ’wit Cavan ’z on digwet ! —

   Ar vroegik paour a lavare
D’hi mab Garan eno neuze :

   — Ma mabik paour, em gonzolet,
Ur re bennag a renk monet. —

   Pa oant ho daou o teplori,
Teuas he gabitenn en ti :

   — Hastet, Garan, em breparet,
D’ Wengamp fenoz vo red monet. —

   Garan ar Briz, pa ’n euz klewet,
E-meaz ann ti ’zo sortiet ;

   ’Nn or war he vamm ’n euz alc’houezet,
Da di ar person ez eo et :

   — Dalet, gouarnerez, alc’houez ma mamm,
M’ho ped da gaout ann-ez-hi soign,

   Ha laret d’ann aotro person
Hi rekommandi en hi bron ;

   Hi rekommandi ’n ofer-bred,
Ma ielo ann dut d’hi gwelet. —

   — Lakit ho alc’houez lec’h m’ karfet,
Lec’h m’hen po laket hen kavfet. —

   Euz ’r presbitor ’n euz kimiadet,
D’ann iliz kerkent ez eo et.

   — Aotro sant Garan, ma faëron,
Grit ewit-on un donezon :

   Lakit ho kleïer d’ zoon kanvo
D’am mammik paour, pa vo maro ;