Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/116

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


GARAN AR BRIZ.
________


I


   Mar plij ganec’h a selaoufet
Ur werz a zo newez-zavet ;

   Ur werz a zo newez-zavet,
Da C’haran ar Briz ez eo gret.

   Arru eo ’r mandat a neve,
Rigouruz a-beurz ar roue,

   Da lakad tenna d’ar billet,
Choas ’r c’horfou gwella ar wazed,

   ’Dalek ann oad a dric’houec’h vloas,
Beteg ’nn oad a dri-ugent vloas.

   Personn Cavan a lavare
En he gador pa sermone :

   — Orsa eta holl, Cavaniz,
Ur c’hezlo trist en ho iliz !

   Korf ha mado ’z omp d’ar roue,
Hag hon ine ’zo da Doue.

   Warc’hoas ama c’hui em gavo,
Wit-oc’h holl me oferrinio ;

   Wit-oc’h holl me oferrinio,
Ganec’h d’ Lannuon me’ ielo. —


II


   Kriz vije ’r galon na oelje
En Lannuon nep a vije,

   O welet Cavan ha Ploubezr,
Asambles o tiskenn en ker.

   Ann taol a dek-heur ’zo skoët,
Parouz Ploubezr a zo galwet ;

   Parouz Ploubezr a zo galwet ;
Gant hini na eo digwezet.

   Parouz Cavan a deuz tennet,
Gant Garan ar Briz eo digwet.

   Garanik ar Briz a oele,
Na gave den hen konzolje ;

   Na gave den hen konzolje,
Met he baeron, hennez a ree.