Dour-binniget deuz komerret,
Da dreid ar Pab int em strinket,
Hag he bardon deuz goulennet.
— Pez torfedou oc’h euz-c’hui gret ? —
— Me a zo bet ken dinatur
Ewit laza ma c’hrouadur,
Me ’m euz lazet ma inosant,
Hep ole ha hep badeziant ! —
— Ha me, siouas ! am euz lazet
Ar vamm pini deuz ma ganet,
Hag hi c’huzet ’n ur bern-deillo,
Lech n’euz bet belek war hi zro ! —
— ’Baoe ma ’z on deut war ar bed,
Meur ’govezion ara euz gret ;
Nemet re-faoz n’am euz me gret,
Aoun-braz am euz d’ veza daonet ! —
Ann Tad-Santel a lavare
D’ann ter groeg iaouank, p’ho c’hlewe :
— Ter groeg iaouank, em gonfortet,
P’ oc’h euz anzavet ho pec’het.
Roët ’m euz pouar d’ann eskibienn
D’absolvi ann holl bec’herrienn ;
Hag evel-se, mar anzavet.
Gant pinijenn, zalwet ’vefet.
Setu aze ’r wialenn-wenn
Ho rento ’n kambr ar binijenn…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Hag a-benn tri bloavez goudé,
Sekretour ’r Pab ho bisite :
— Ter-groeg iaouank, mar oc’h c’hoas beo,
Deuit ama, m’ho absolvo. —
Burzud ’beurz Doue arruet !
Ann ter groeg a oa beo bepred.
Ann aotro sekretour lare
Na d’ann ter groeg iaouank neuze :
— Ebars ar ger pa arrufet,
Dirag ho priejou ’taoulinfet ;
Dirag ho priejou ’taoulinfet,
Pardon digant-he ’c’houlenfet. —