Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/102

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



   Antrenn ra ar Werc’hes en ti,
Ha seiz goulou-koar dira-z-hi :
War ann daol ho deuz-hi pozet,
Da gichenn ar c’hawel eo et.

   ’Nn intanvez paour a c’houlenne
Di-war hi c’hilinn, ’n hi gwele :
— Petra ’zo d’ar c’houlz-ma ann noz,
P’on et em gwele da repoz ! —

   — M’ eo intanvez, ar Warc’hes sakr,
’Zo deut a-beurz Doue, hi mab,
Wit n’ lazfet ket ho pugale,
Rag beza ’po bara d’ez-he ;

   Rag beza ’po bara d’ez-he
Ha dac’h ho unann ’po iwe :
Ann ed hadaz ’nn aotro ’r beure,
A vezo daro kent ann de. —

   — Segal daro d’ann Nedelek,
Pez biskoas den na euz gwelet ! —
— It-c’hui d’ar park ha medet-han,
Digasset d’al leur, dornet han.

   Kasset-han d’ar for, poazet-han,
Ha pa vezo poaz ar bara,
Kasset ’n tamm d’ez-han da dava,
Met n’ gasset ket nemeur d’ez-han ;

   Met n’ gasset ket nemeur d’ez-han,
Hennes vo he damm diweza ! —
— Dalet m’ aotro, un tam bara,
Segall-newez wit ar bloa-ma ! —

   — Pa vez bikenn hen laret d’in,
Eo bara-newez offrez d’in ;
Eo bara-newez offrez d’in,
Na oufenn bikenn da gredi.

   Pajik, pajik, ma faj-bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Prepar d’in-me ma inkane
Ma ’z inn da c’houd ar wirione. —

   En leur ’nn intanvez p’eo arruet,
Ann ed ’n deuz gwelet goustellet :…
Ann douar endann-han ’zo rannet,
’N kreiz punz ann ifern ’z eo kouezet !

   Kriz vije kalon nep vije
’N leur ’nn intanvez, mar na oelje,
O welet c’hoas ann den brutal
’Sevel he benn war-c’hore ’nn douar ;