Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/98

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
− 70 −


He vreur, a oa chommet er gèr, ac’h ee bemde da gontella troad al loreenn, hag evel na deue ket a wad gant-han, a lâre bep-tro : —

Doue ra vo meulet, beo eo c’hoaz ma breurig !

Met allas ! ar beure-se, kerkent hag hen doe roët he dol-kontell, a tilampas ur bouill gwad : —

Marw eo ma breur kez, siouas ! a laras kerkent.

Hag hen raktal da gavoud he dad, o oela, ha da laret d’ehan : —

— Allas ! ma zad, marw eo ma breur paour !

— Ha penoz a ouzoud te se ? —

— Laret hen defoa d’in, a-rok mont kuit, mont bep-beure da skei un tol-kontell en troad al lorenn a zo er jardinn, ha pa deuje gwad ganen, neuze a vije marw. Allas ! ar beure-ma, kerkent hag am euz skoët al loreenn, a zo dilampet ur bouill-gwad ! Ma breurig paour a zo marw ! Rèd eo d’in mont brema d’hen klask, ha na baouezinn a vale, nag en noz nag en de, ken am bô kavet anehan ! —

Kaer ho defoe he dad hag he vamm goela hag hen pedi da chomm er ger gant-he, en ho c’hozni, na dalvee ket ; mont a ra en hent, gant he varc’h hag he gi, evel egile. Bale a ra, bale a ra, kement ha ken buhan ma tigwez iwe er memeuz bali gwez-dero evel he vreur. Skei a ra war dor ar c’hastell, ha kerkent ez eo digorret d’ehan. Pa hen gwell o tont er porz groeg he vreur, a tiskenn buhan-ha-buhan euz he c’hambr,